Plaver-sukr

Eus Wikipedia
Plaver-sukr


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Usurzhad : Marsupialia
Urzhad : Diprotodontia
Kerentiad : Petauridae
Genad : Petaurus
Anv skiantel
Petaurus breviceps
Waterhouse, 1838
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar plaver-sukr (Petaurus breviceps) a zo ur bronneg godellek a vev en Aostralia, e Ginea-Nevez, hag en un nebeud enezennoù eus reter Indonezia.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hiroc'h eo e lost (etre 15 ha 50 cm) eget e gorf (etre 10 ha 30 cm). War-dro 100 g a bouez eo.

E vlevenn zo glas-gris war e gein ha sklaer war e gof. Ur groc'henenn a stag e bavioù a-raok ouzh e bavioù a-dreñv.

Gouennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dougen a bad war-dro 16 deiz ha ganet e vez ur c'holen pe zaou bewech, 0.2 g a bouez enno. An hini bihan a ya e godell e vamm ma chom 70 deiz.

Emzalc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neizhiañ a ra a-stroll, betek 7 loen gour hag o re vihan asambles.

Ar par pennañ a verk e diriad gant e halo hag un dourenn ezveret gant gwagrennoù war e bavioù hag e fraezh.