Pierre Lambert

Eus Wikipedia
Pierre Lambert (1988)

Pierre Boussel, pe Pierre Lambert pe Lambert, zo ur politikour ha trotskour gall. Ganet e oa d'an 9 a viz Mezheven 1920 e Pariz (Bro-C'hall) ha marvet eno d'ar 16 a viz Genver 2008.

Pa darzhas ar IVe Etrebroadel e 1953 e teuas da vezañ rener ur gostezenn eus an drotskouriezh, anvet ar PCI.

E 1984 e lakas envel ar strollad Mouvement pour un parti des travailleurs. E 1988 en em ginnigas Lambert da vout dilennet prezidant ar Republik C'hall, ha tapout a reas 0,38 % eus ar mouezhioù. Adanvet e voe ar strollad Parti des travailleurs e 1992. Ne vije ket trotskourien ken tud ar strollad a-hervez(Daveoù a vank). Daniel Gluckstein an hini a gemeras penn ar strollad war e lerc'h.

Beziet eo bet Lambert e bered ar Père-Lachaise e Pariz d'ar Gwener 25 a viz Genver 2008, dirak 2 000 a dud, en o zouez daou bennsekretour kozh FO, André Bergeron ha Marc Blondel, ha Jean-Claude Mailly, pennsekretour, hag un nebeud politikourien, evel ar senedour Jean-Luc Mélenchon, bet ezel eus ar strollad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]