Pierre Germain Marie Le Damany
Ur c'helenner mezekniezh oa Pierre Germain Marie Le Damany. Ganet eo bet e Lannuon d'ar 27 a viz Mae 1870 en ur familh labourerien douar. Aet eo da Anaon e Roazhon d'an 20 a viz Ebrel 1963. Goude bezañ bet kentañ e kenstrivadeg medisined Ospital Roazhon e voe degemeret e hini Ospitalioù Pariz e 1894. Deuet eo en-dro da Skol vezekniezh Roazhon hag anvet e voe kelenner e 1901. Anvet e voe penn servij en Hôtel Dieu Roazhon e 1914 a-raok mont d'ar brezel. Miret en deus ar garg-se betek e leve e 1940.
Labouret en deus kalz war diempradur an divlez, an doareoù d'e bareañ ha d'e verzout an abretañ posupl war ar babiged. Skrivet en deus daou levr a-bouez war an danvez : Luxation congénitale de la hanche (1912) ha L'enfant, aperçus d'anthropogénie, la luxation congénitale, comment l'éviter (1950).
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet eo bet marc'heg Lejion a enor Frañs d'an 30 a viz Meurzh 1949, ofisour d'ar 6 a viz Eost 1959.
Resevet en deus an titl a ofisour an deskadurezh stad (officier de l'instruction publique) d'an 13 a viz Gouere 1908.
Resevet en deus Medalenn ar c'hleñvedoù-red.
E anv a zo bet roet da Ospital Lannuon.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mille Bretons Dictionnaire biographique gant Jean-Loup Avril, embannet gant Les Portes du Large e 2002 ; ISBN 2-914612-07-9.