Mont d’an endalc’had

Pierre Daligault

Eus Wikipedia

Pierre Daligault a oa violoñser e Roazhon e 1675. Kemer a reas perzh en emsavadeg ar Paper-timbr.

D'ar 26 a viz Here e voe tamallet dezhañ bezañ broudet an dud da breizhata burevioù ar Paper-Timbr, ma voe brevet e gorf a daolioù barrenn houarn, lakaet goude war ziskouez war ar rod e-pad 24 eur, rannet e pevar zamm, kaset da vezañ ispilhet "er pevar avel', unan er Magdeleine (hent Naoned), an eil e Bourg an Eskob, an trede er "ruë Haute" (straed Sant-Malo hiriv), hag ar pevare er "ruë Huë" (straed Pariz), ouzh postoù plantet evit se.

D'ar Sadorn 17 a viz Gwengolo 2022 e teuas maer Roazhon da virdi an Arzoù-kaer da lidañ "distro" delwenn ar roue Loeiz XIV da Roazhon[1]. Ger ebet ne voe diwar-benn Pierre Daligault.