Pierre Dac

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

André Isaac, anavezet evel Pierre Dac, ganet e 1893 e Châlons-sur-Marne, ha marvet e 1975 e Pariz, a oa ur c'homedian gall. E-pad an Eil brezel bed e oa brudet e vouezh skignet gant ar BBC adalek Londrez.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dud a oa Elzasiz yuzev, eus Niederbronn, aet da chom da vro-C'hall goude faezhadenn 1870. Kiger e oa e dad e Châlons-sur-Marne. Kaset e voe d'ar brezel e miz Eost 1914, en deiz war-lerc'h ma oa bet bloaz warn-ugent. Pa zistroas e oa bet gloazet div wech, ha berraet e oa e vrec'h kleiz eus 12 cm gant un obuz.

Er bloavezhioù 1930 e veve e Pariz hag e kane er c'habaredoù : la Vache Enragée, le Coucou, le Théâtre de 10 Francs, le Casino de Paris, les Noctambules, la Lune rousse e Montmartre.

Savet en doa ur gelaouenn fentus, L'Os à Moelle, ha kenlabouret gant Francis Blanche.

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1940 e kavas repu e Toloza er 42 Baloard d' Estrasborg araok gellet achap e miz Du 1941 evit mont betek Breizh-Veur [1].
  • War don La cucaracha e kane Pierre Dac e galleg er BBC e-pad an Eil Brezel-bed: Radio Paris ment, Radio Paris ment, Radio Paris est allemand. .
  • Le Lien, Niv. 14, lesamitiesdelaresistance.fr