Piero di Lorenzo de' Medici
Piero di Lorenzo de' Medici ( Firenze 1472– 1503 Garigliano), lesanvet Piero il Fatuo, a oa mab henañ Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini. Ren a reas e Firenze war-lerc'h e dad, eus 1492 da 1494.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad a oa o ren e Firenze. E vreur yaouank Giovanni de' Medici a voe pab, anvet Leon X. Savet e voe en sell da gemer lec'h e dad evel rener meur kêr Firenze. Evel e dad e timezas en tiegezh roman Orsini, d'e geniterv Alfonsina.
Brudet e oa da vezañ rok ha disuj, ne oa ket gwall garet gant an dud.
E ren e Firenze
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mestr Firenze e oa goude marv e dad en 1492. Da gentañ e voe sioul an traoù abalamour d'ar c'hempouez savet gant poan tad Piero. Daou vloaz goude avat, en 1494, treuzet gantañ an Alpoù, e tegouezhas ar roue gall Charlez VIII gant e armeoù da vont da aloubiñ rouantelezh Naplez, pa gave dezhañ e oa dleet kurunenn ar vro-hont dezhañ. Iset e oa bet ar roue d'ar brezel gant Ludovico il Moro, a glaske bout dug Milano e-lec'h e niz Gian Galeazzo Sforza, hag a c'hoantae lakaat ar roue gall d'ober brezel da dad-kaer Gian Galeazzo.
Goude tremen dre Milano ez eas ar C'hallaoued hag o roue war-du Naplez, ma rankjont treuziñ Toskana, goude leuskel bagadoù soudarded en Lombardia, dezho da zerc'hel digor an hent dezhañ. Neptu e klaskas Piero chom, met ne blije ket kement-se d'ar roue gall a aloubas Toskana. Neuze e klaskas enebiñ, met ne gavas ket kalz a skoazell e Firenze, a dindan levezon Girolamo Savonarola, ur manac'h prezeger eus kouent dominikan San Marco. Dilezet e voe zoken gant e gendirvi Lorenzo ha Giovanni, a gave e oant bet laeret, hag ac'h eas gant kostezenn ar Republikaned ha hini ar C'hallaoued.
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Piero a baouezas da enebiñ dre ma tostae arme c'hall Charlez VIII da Firenze ma roas d'ar roue gall kement a c'houlenne hep marc'hata zoken. Ken fuloret e oa ar bobl o welout pegen mezhus e plege an aotrou dirak an enebour ma rankas Piero hag e diegezh tec'hel kuit ha ma voe lakaet an arigrap war e balez. Adsavet e voe Republik Firenze renet gant Girolamo Savonarola, a embanne e oa Jezuz a oa roue nemetañ Firenze.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1498 etimezas d'e geniterv Alfonsina Orsini, ha pevar bugel o devo:
- Lorenzo (1492 - marvet yaouankik) ;
- Lorenzo II de' Medici, tad da Caterina de' Medici ;
- Clarice de' Medici (1493-1528), a zimezas da Filippo Strozzi il Giovane ;
- Cosimo, marvet yaouankik.