Mont d’an endalc’had

Flammeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Phoenicoparrus)
Flammeged

Flammeged Chile
(Phoenicopterus chilensis)
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Phoenicopteriformes
Kerentiad : Phoenicopteridae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar flammeged zo evned hirc'harek an urzhad Phoenicopteriformes, ennañ ar c'herentiad Phoenicopteridae.

Spesadoù hag annezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri spesad flammeged zo : Phoenicopterus, Phoeniconaias ha Phoenicoparrus ; c'hwec'h is-spesad en holl[1].

Phoenicopterus
Phoeniconaias
Phoenicoparrus

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Phoenicopterus roseu eo ar flammeg brasañ a-douez ar c'hwec'h is-spesad : etre 1,20 ha 1,40 m eo e vent ha betek 3,5 kg a bouez zo ennañ ; Phoeniconaias minor, ar flammeg bihanañ, zo 0,80 m uhel ha 2,5 kg zo ennañ.

Peurliesañ e chom ar flammeged en o sav war ur pav hepken, egile o vezañ pleget ha sanket en o fluñv. Den ne oar perak en em zalc'hont en doare-se.

  • Lod skiantourien a c'houlaka e talv an doare da virout gwelloc'h gwrez ar c'horf, peogwir e tremen ar flammeged kalz amzer o patouilhat e dourioù yen ; koulskoude e chom an evned evel-se ivez e dourioù tomm, ha gwelet eo bet an doare gant laboused ha ne batouilhont ket.
  • Un displegadenn all a vije : chom war sav war ur pav hepken a roje tro d'al loen da chom difiñv hep dispign tamm energiezh ebet ; dre ziskejañ flammeged marv ez eus bet kavet e c'hallont chom en doare-se hep na labourfe kigenn pe gigenn.

Gouest eo ar flammeged da nijal, alese ar boaz da venañ pluñvennoù o divaskell pa vezont e dalc'herezh evit mirout outo a dec'hel kuit.

Gris eo pluñv ar flammeged pa zeuont er-maez eus ar vi. A roz da ruz flamm eo re an oadourien abalamour da liv o boued.

Vioù Phoeniconaias minor
Phoenicopterus chilensis

Laboused strolladus-kenañ eo ar flammeged, pa gonter miliadoù anezho en un nijadeg ; tri abeg zo da gemnt-se war a hañval : en em zifenn diouzh ar breizherien, dastum muioc'h a voued ha neizhañ en un doare efedusoc'h.

A-raok gouennañ en em rann an nijadeg a-strolladoù bihan, etre 15 ha 50 evn enno, ma ra ar pared hag ar parezed un tamm pompadiñ kempred : astenn o gouzoug er vann, garmiñ en ur stouiñ o fenn ha flapañ o divaskell. Ne vez ket pompadet da zesachañ un hinienn hepken.
Stabil-kenañ e vez ar c'houbladoù goude stummet ; staliañ a reont tiriadoù a zifennont garv. Ar barez peurliesañ a zibab lec'hiadur an neizh a-raok kediañ e-kerzh ma vez savet an neizh. Koubladoù par-par ha parez-parez zo bet gwelet.
Diwar fank sec'h berniet e vez savet an neizh ur gleuzenn el laez anezhañ ma vez dozvet ur vi hepken, gwenn e liv. Pa vez ganet ar plog goude ur mizvezh goriñ e vez maget gant un doare laezh druz borc'het gant rann uhelañ kanol vezhur e dad hag e vamm ; goude un eizh sizunvezh bennak e vez diorroet a-walc'h pigosal labousig evit ma c'hellfe silañ e voued d'e dro.
E-pad ar sizhunvezh goude ganedigezh ar plog e chom gant ar c'houblad war an neizh ; goude-se e krog ar plog da gerzhout en ardremez. Pa vezont oadet div sizhun en em vod ploged ur strollad, hep na rafe an oadourien war o zro. Goude ur mare e kresk an niver a bloged betek miliadoù en ur strollad, kement-se evit en em zifenn diouzh preizherien.

Azasaet ouzh o reol-voued eo pigos ar flammeged, a dalvez dezho da silañ an dourioù evit disrannañ ar fank diouzh ar boued : blev kalet zo a-hed e rizenn, ha skoasellek eo an teod bras ; war-du an traoñ atav e pigos ar flammeged.
Kerzhout en dourioù bas gant o zreid palvezek a reont, hag a-wechoù e tripont a-benn dispac'hañ an dour ha lakaat boued da zont war ar gorre.
Silañ a reont an dour neuze, da dapout kresteneged bihan hag a baot en dourioù sall[2] koulz ha bezhin glas[3]. Preñvedennoùamprevaned, amprevaned bihan ha blotviled a ya d'o magañ ivez.

  1. (en) 'IOC World Bird List – Version 9.2'. Kavet : 24 Here 2019.
  2. Genad Artemia (Leach, 1819).
  3. Skourrad Cyanobacteria (Stanier, 1973).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.