Pepin Herstal
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Pépin d'Herstal |
Anv-bihan | Pippin |
Titl noblañs | dug |
Deiziad ganedigezh | 645 |
Lec'h ganedigezh | Herstal |
Deiziad ar marv | 16 Kzu 714 |
Lec'h ar marv | Jupille |
Tad | Ansegisel |
Mamm | Begga |
Breur pe c'hoar | Martin of Laon |
Pried | Plektrudis, Alpaida |
Bugel | Drogon Champagn, Grimoald the Younger, Karl Martel, Childebrand I |
Kar | Hrotildis |
Familh | Arnulfings, Pippinids |
Micher | politiker |
Karg | Maer ar palez |
Pepin Herstal pe Pepin II, pe Pepin Yaouank, pe Pepin Dev, (war-dro 653- 16 a viz Kerzu 714) a oa maer ar palez en Aostrazia. Mab e oa da Ansegisel (a oa mab da sant Arnoul) ha Begga, merc'h da Pepin Landen.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Herstal Perc'henn bras e oa, kalz a dud dindanañ, hag alese e teue e nerzh ha hini e ziskennidi. Evezhiekoc'h eget e eontr Grimoald Iañ e oa ha ne glaskas ket lakaat tud eus e diegezh e-lec'h ar Veroveidi.
Met war-lerc'h lazhidigezh Dagobert II gant Ebroin e kemeras penn an noblañsed aostrazian. Emsevel a reas a-enep Ebroin, maer ar palez, hag aloubiñ Neustria, met trec'het e voe e-kichen Laon.
War-dro 670/675 e timezas da Plektrudis ha daou vab o doe:
Ur bern madoù a zegasas d'he fried, ar pezh a voe ur skoazell vras dezhañ en e vrezelioù ouzh Franked Neustria
Ur serc'h en doa ivez, Alpaida hec'h anv, ha daou vab he doa:
- Karl, brudet evel Karl Martel,
- Childebrand, kont Bourgogn ha dug Provañs.
War-lerc'h marv Ebroin en 681 e reas ar peoc'h gant Waratton, maer ar palez e Neustria, hag e anavezas Thierry III evel roue. Neuze e vroc'has ouzh Berchaire, deuñv Warattonha maer ar palez war e lerc'h. Faezhet e voe armeoù Neustria gantañ e Tertry e 687.
Neuze, goude anavezout Thierry III adarre, e voe lakaet da maer ar palez evit ar rouantelezh frank en he fezh ha gouarn a reas anezhi betek e varv. Skoazellañ a reas avielerien germania, ha sujañ an Alamanned, pobloù Friz ha Frankonia.
Mervel a reas d'ar 16 a viz Ebrel 714 e Jupille (Belgia).
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War e lerc'h e voe kemeret ar galloud gant e vastard Karl Martel, rak marvet e oa e vibien Drogon Champagn ha Grimoald II, petra bennak ma klaskas e wreg Plektrudis reiñ harp d'he mibien-vibien Thibaut, Arnoul ha Hugues. .
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Charles Volkmann, Bien connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-87747-208-6
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire d'Histoire universelle ISBN 978-2-04-732194-2