Pekahia

Eus Wikipedia
Pekahia hervez Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Hervez an Tanac'h e voe Pekahia[1] (hebraeg: פקחיה‎ Pəqaḥyāh; "YHWH en deus digoret an daoulagad"; latin: Phaceia), mab Menahem, roue Israel etre 738 KJK ha 737 KJK.

Setu ar pezh anlenner diwar e benn en Eil Levr ar Rouaned :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù ; ne zistroas ket diouzh pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, en devoa lakaet Israel da bec'hiñ. Hag ez iriennas enep dezhañ Pekah, mab Remalia, e skouedour, a skoas warnañ e Shomron, e tour-ged ti ar roue, gant Argov hag Arie ; ha gantañ e oa hanter-kant den, paotred eus Gilead. Goude e lakaat d'ar marv, e renas en e lec'h. » (2R 15, 24-25)[2]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Anvet eo "Pekakia" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 339
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 185