Peder Mørk Mønsted
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Danmark |
Anv-bihan | Peder |
Anv-familh | Mønsted |
Deiziad ganedigezh | 10 Kzu 1859 |
Lec'h ganedigezh | Grenå |
Deiziad ar marv | 20 Mez 1941 |
Lec'h ar marv | Fredensborg |
Lec'h douaridigezh | Garnison Cemetery |
Micher | landscape painter |
Tachenn labour | livouriezh |
Bet war ar studi e | Royal Danish Academy of Fine Arts |
Prizioù resevet | Knight of the Order of the Dannebrog |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member |
Oberennoù zo en dastumad | Statens Museum for Kunst, Mirdi Boijmans Van Beuningen |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Peder Mørk Mønsted (Grenaa, 10 a viz Kerzu 1859 – Fredensborg, 20 a viz Mezheven 1941) a oa ul livour danat. Brudet-tre eo evit bezañ livet dremmvroioù gant ur stil realour. E zodennoù karetañ a oa goañvezhioù gwenn-kann, doureier sioul ha koadeier.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa Mønsted e Bal Mølle, e-kichen Grenaa, e Danmark. Mab e oa da Otto Christian Mønsted ha Thora Johanne Petrea Jorgensen. E dad a laboure en ul labouradeg sevel bigi.
Gant ar c'hentelioù arzoù-kaer e krogas en Aarhus. Deskiñ livañ a reas e Skol Roueel an Arzoù etre 1875 ha 1879, asambles gant Niels Simonsen ha Julius Exner. Gant Peder Severin Krøyer en doa studiet Mønsted e 1878. Un toullad amzer en doa tremenet e 1882 e Roma hag e Capri, ha war-lerc'h ar bloavezh-se ec'h eas da Baris ma labouras gant William Adolphe Bouguereau. A-feur an amzer en doa diorroet un doare stil dezhañ e-unan ha taolenniñ an naturouriezh akademikel. Boas e oa d'ober beajoù e broioù all. E 1889 ec'h eas da Aljeria. Tri bloaz goude ec'h eas da C'hres, ma oa bet pedet gant ar roue Georges IPatrom:Añ, a oa a orin danat. Eno e livas ivez taolennoù eus ar familh roueel c'hresian. Goude-se ec'h eas da Egipt ha da Spagn.
Pa oa aet war an oad, e vevas e Suis hag e rae alies beajoù er Mor Kreizdouarel.
Diskouezet e voe e livadurioù en diskouezadegoù etrebroadel, ma voe brudet mat en Alamagn gant meur a abadenn sevenadurel, er Glaspalast e München. E dastumadoù prevez emañ bremañ an darn vrasañ eus e oberennoù.
E 1995 e voe savet un emgav-meur e Frankfurt am Main, anvet Licht des Nordens ("Gouloù an hanternoz").
Skeudennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
1877
-
1887
-
1897
-
1905
-
1914
-
1928