Feskenn
Neuz
(Adkaset eus Peñs)
Ar feskennoù (pe ar feskinier, pe an divfeskenn), pe peñsoù, pe ar c'hlunioù (pe an divglun) eo al lodenn fonnusañ eus revr an dud.
Kig
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komzet e vez eus feskenn un ejen ivez pa gomzer eus boued.
Feskennoù an dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir c'higenn gluteus dreist-holl a zo ouzh o ober: ar gluteus bras, ar gluteus krenn, hag ar gluteus bihan. Gante o-zeir eo e c'haller sevel ar c'haol ha treiñ ar vorzhed.
Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur feskennad, a zo un taol, pe taolioù, war ar feskinier. Peñsad, revrad, revriad, tersad, zo heñvelster.
- Feskennata (evel peñsata, tersata) zo skeiñ war ar feskinier. An ober-se, e-barzh an desevel bugale, zo deuet da vout diamzeriet. E-barzh revelezh tud zo avat n'eo ket.
- Un den feskennek, a zo tersek, peñsek.
- An anv Peñseg zo brudet e Kerne Izel, ha dre Vreizh a-bezh gant ar politikour Louis Le Pensec hag ar reder war varc'h-houarn Ronan Pensec.
Gerioù heñvelster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sede un nebeud gerioù all a reer ganto e-lec'h lavarout feskennoù:
- peñsoù
- tersoù
- divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
- pastelloù
- moñselloù
- leternioù
Arz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Jean-Jacques Lequeu (c. 1785).
-
Félix Vallotton (c. 1884).
-
William-Adolphe Bouguereau (1884).
Awenet eobet an arzourien gant feskennoù brav.
- Gwelout Venus Kallipygos .