Paul Verhoeven
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù |
Anv e yezh-vamm an den | Paul Verhoeven |
Anv-bihan | Paul |
Anv-familh | Verhoeven |
Deiziad ganedigezh | 18 Gou 1938 |
Lec'h ganedigezh | Amsterdam |
Bugel | Helen Verhoeven, Claudia Verhoeven |
Yezh vamm | nederlandeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, nederlandeg |
Micher | film director, senarioour(ez), television director |
Bet war ar studi e | Leiden University, Gymnasium Haganum, Netherlands Film Academy |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Deroù ar prantad labour | 1960 |
Relijion | dizoueegezh |
Ezel eus | Jesus Seminar |
Bet kinniget evit | European Film Award – People's Choice Award for Best European Film, European Film Award for Best Director, European Film Award for Best Film |
Deskrivet en URL | https://filmwiki.nl/Paul_Verhoeven_(regisseur) |
Rummad tost | Category:Films directed by Paul Verhoeven |
Paul Verhoeven, bet ganet d'an 18 a viz Gouere 1938 en Amsterdam, zo ur filmaozer izelvroat. Al lod brasañ eus e filmoù en deus aozet e Stadoù-Unanet Amerika (RoboCop, Total Recall, Basic Instinct, Showgirls).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiañ reas ar skiantoù fizik hag ar matematik e skol-veur Leiden. Goude-se ez eas da vorlu an Izelvroioù ma teskas sevel teulfilmoù. Goude-se e kavas labour gant chadennoù skinwel an Izelvroioù. Berzh a reas gant an heuliad skinwel Floris e 1969. E film kentañ, Wat Zien Ik? (1971) e ditl, ne voe ket degemeret mat-tre. Met berzh a reas en Izelvroioù e 1973 gant Turks Fruit. Tamm-ha-tamm e teuas a-benn da vezañ brudet e diavaez e vro, gant filmoù evel Soldaat van Oranje (bet ur priz Golden Globe) hag ez eas da chom da Stadoù-Unanet Amerika. Degouezhet eno e cheñchas penn-da-benn : stagañ a reas gant filmoù feuls ha ker evel RoboCop (1987) ha Total Recall (1990), ma veskas dudi ha preder war stad ar gevredigezh (dreist-holl hini ar Stadoù-Unanet). Berzh a reas ivez gant Basic Instinct (1992), padal e c'hwitas gant Showgirls (1995). E 1997 hag e 2000 e reas berzh en-dro gant filmoù feuls : Starship Troopers ha Hollow Man. Ne voe ket degemeret mat-tre Starship Troopers gant ar vurutellerien amerikan a soñjas dezho e oa ur film ma save a-du Verhoven gant ar faskouriezh.
E 2005 e tistroas d'an Izelvroioù da aozañ Zwartboek, ur film diwar-benn an Eil Brezel-bed.
E oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmaozer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1968 : Portret van Anton Adriaan Mussert
- 1969 : Floris
- 1979 : Voorbij, voorbij
- 1983 : The Hitchhiker
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1960 : Een hagedis teveel
- 1961 : Niets bijzonders
- 1962 : De Lifters
- 1963 : Feest
- 1965 : Het Korps Marinier
- 1970 : De Worstelaar
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1971 : Wat zien ik?
- 1973 : Turks Fruit
- 1975 : Keetje Tippel
- 1977 : Soldaat van Oranje
- 1980 : Spetters
- 1983 : De Vierde Man
- 1985 : Flesh and Blood
- 1987 : RoboCop
- 1990 : Total Recall
- 1992 : Basic Instinct
- 1995 : Showgirls
- 1997 : Starship Troopers
- 2000 : Hollow Man
- 2006 : Zwartboek
Senaroour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aktor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1994 : A Century of Cinema gant Caroline Thomas
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Atersadenn e lec'hienn Time Out
- Paul Verhoeven e lec'hienn IMDB
- Paul Verhoeven.net
- Paul Verhoeven e lec'hienn Sense of Cinema