Pascal de Kerenveier

Eus Wikipedia

François Nicolas Pascal de Kerenveier, pe Frañsez Nikolaz Paskal Kerenveier (Rosko, 13 a viz Mezheven 1729Beauvais, 31 a viz Mae 1794), a oa ur soudard breizhat hag a servijas en arme c'hall.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou skrid anavezet e brezhoneg zo bet savet gantañ : Metamorphosiou Ovid troet diwar al latin (c. 1755), hag Ar farvell goapaer (1759).

Ar farvell goapaer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou zornskrid eus Ar farvell goapaer a zo :

  • unan zo miret e Levraoueg ar Verdeadurezh e Brest,
  • egile zo perc'hennet gant an tiegezh Kerdanet.

Daou embannadur zo bet eus an oberenn-se :

  • an hini kentañ e brezhoneg penn-da-benn gant Roparz Hemon e 1941;
  • an eil e galleg gant Ronan Calvez e 2005.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (br) Ar Farvel Goapaer, embannet gantRoparz Hemon, dastumad Sterenn, niv. 6, 1941.
  • (fr) Bouffon moqueur, troet gant Ronan Calvez, Centre de Recherche Bretonne et Celtique, 2005.