Mont d’an endalc’had

Pas de basque (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen pas de basque evit deskrivañ ur pas hanter-hent etre ur paz hag ul lamm a-led ac'hell bezañ kaset da-benn war al leur (glissé) pe gant ul lamm (sauté) en ur vont en avant ("war-raok") pe en arrière ("a-dreñv").

Kregiñ a ra an dañserez er pempvet emstumm croisé ha kas a ra da-benn ur plié keit ha ma astenn ar c'har dirak betek tendu avant. Gant ar c'har dirak e kas da-benn ur demi rond de jambe war-du ar c'hogn kontrol a-dreñv keit ha ma tro an dañserez evit sellet war-du ar c'hogn all dirak. Kemmañ a ra buan pouez ar c'horf war ar c'har oberiant (an hini o fiñval, da lâret eo amañ an hini dirak). Neuze e kas an dañserez ar c'har m'emañ en he sav warni betek ar c'hentañ emstumm a-raok kas da-benn ur chassé en avant, oc'h achuiñ en emstumm croisé.