Mont d’an endalc’had

Rond de jambe

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen rond de jambe evit deskrivañ ur fiñvadenn ma vez treset hantergelc'hioù gant un troad lem e veg, o tistreiñ dre ar c'hentañ emstumm a-raok adkregiñ, o tresañ war al leur ul lizherenn "D".

Eus dirak betek a-dreñv e reer anezhañ rond de jambe en dehors hag eus a-dreñv betek dirak e reer anezhañ rond de jambe en dedans.

Meur a doare rond de jambe resis ez eus:

  • Rond de jambe à terre: gar reut ha troad lemm e veg o chom war al leur atav en un tresañ ur c'helc'h bras warnañ;
  • Rond de jambe en l'air: savet ar c'har a-gostez dre lakaat ar rann c'har dindan ar glin da fiñval nemetken. Pa vez lakaet ar vorzhed a-led e vez treset ur c'helc'hig ("0") en aer gant beg an troad etre glin ar c'har all hag an eil emstumm. Pa vez lakaet ar vorzhed izeloc'h evit demi-position e vez treset ar c'helch'ig war kof-gar ar c'har m'emañ war he sav an dañserez warni;
  • Rond de jambe attitude: treset ar c'helc'h gant ar c'har en emstumm attitude keit ha ma sav an dañserez en pointe;
  • Demi-grand rond de jambe: astennet ha reutaet ar c'har a-led evit tresañ ar c'helc'h a-goztez. Pa vez kaset da-benn en tu-gin e tremen an troad e-bioù d'ar glin;
  • Grand rond de jambe: astennet ha reutaet ar c'har a-led ken uhel hag evit ar grand battement, treset ar c'helc'h gant an troad uhel. Pa ne vez kaset da-benn en tu-gin e tremen an troad e-bioù d'ar glin.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]