Mont d’an endalc’had

Attitude (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen attitude evit deskrivañ un emstumm ma vez kaset d'an nec'h ha troet gar oberiant an dañser(ez) (d.l.e. an hini o fiñval) betek ma vez troet ar glin 120º, kenstur ar glin hag an ibil atav, keit ha ma van en he/e sav war ar c'har all.

Ar c'har oberiant a c'hell bezañ lakaet a-dreñv (derrière), dirak (devant) pe a-gostez (à la seconde).

Pa van war al leur an troad p'emañ ar c'har en attitude derrière e vez graet B-plus eus an emstumm resis-se.

Ar c'har difiñv ma chom en e/he sav warni an dañser(ez) a c'hell bezañ en pointe, en demi-pointe pe plaen.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]