Croisé (barrez)
Neuz
E barrez klasel e implijer an termen croisé evit deskrivañ unan eus an tuioù épaulement p'en em gav an dañserez o sellet ouzh unan eus kognoù al leurenn a-veskell gant an arvesterion met evit ma c'hell bezañ gwelet mat he divskoaz hag he divlez.
Emañ an dañserez en emstumm croisé p'emañ he gar dehoù dirak o sellout war du kogn dirak hag a-gleiz al leurenn pe p'emañ p'emañ he c'har gleiz dirak o sellet ouzh kogn dirak hag a-dehoù al leurenn.
Bez' e c'hell bezañ kroaziet ar c'har devant ("dirak") pe derrière ("a-dreñv") ha bez' e c'hell bezañ kaset da-benn en trede, pevare hag er pempvet emstummoù.