Mont d’an endalc’had

Écarté (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen écarté evit deskrivañ unan eus an tuioù épaulement p'en em gav an dañserez war al leurenn ma sell an dañserez ouzh unan kognoù dirak al leurenn ganti he gar oberiant (da lâret eo an hini o fiñval) en eil emstumm, war ar leur pe savet diwarnañ.

Un tammig a-veskell eo korf an dañserez e-kenver an arvesterion/ezed, troet he fenn war ar skoaz dirak. Savet en e sav emañ ar vrec'h eus tu ar c'har oberiant hag en eil emstumm (divrec'h) emañ eben.

P'emañ ar c'har oberiant hag ar vrec'h en he sav war-du an arvesterion e reer écarté derrière eus an emstumm resis-mañ, keit ha ma reer écarté devant eus an emstumm kontrol.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]