Mont d’an endalc’had

Partitu di a Nazione Corsa

Eus Wikipedia


Ar Partitu di a Nazione Corsa (Strollad ar Vroad Korsikat) a zo ur strollad emverour korsikat. Krouet e oa bet d'ar 24 a viz Gouere 2002 e Corte dre unvaniezh Unione di u Populu Corsu, A Scelta Nova hag A Mossa Naziunale. E Furiani eo bet dalc'het e gendalc'h diazezañ d'ar 7 a viz Kerzu 2002. Enep ar feulster politikel emañ ha stourm a ra evit emrenerezh Korsika kentoc'h eget evit he dizalc'herezh.

Un ezel eus Emglev Libr Europa eo. Jean-Christophe Angelini eo e sekretour broadel.

Embann a ra ar gelaouenn sizhuniek Arriti, a zo renet gant Max Simeoni ha François Alfonsi