Mont d’an endalc’had

Park Broadel Eryri

Eus Wikipedia
Park Broadel Eryri
national park of England and Wales
Deiziad krouiñ1951 Kemmañ
Anv er yezh a orinParc Cenedlaethol Eryri Kemmañ
IUCN protected areas categoryIUCN category V: Protected Landscape/Seascape Kemmañ
Anvet diwarEryri Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadKontelezh Gwynedd Kemmañ
Kontelezh istorelSir Feirionnydd Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°56′0″N 3°56′0″W Kemmañ
Poent uhelañGouezva Kemmañ
AotrouniezhSnowdonia National Park Authority Kemmañ
Statud gladelInternational Dark Sky Reserve Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.snowdonia.gov.wales Kemmañ
Map
Kartenn eus Park Broadel Eryri
Plas Tan y Bwlch, unan eus kreizennoù melestriñ ar Pak Broadel

Park Broadel Eryri (Parc Cenedlaethol Eryri e kembraeg, Snowdonia National Park e saozneg) zo ur park naturel hag a voe krouet e 1951. Bez' eo unan eus an tri fark broadel a gaver e Kembre, gant hini Bannau Brycheiniog ha hini Penfro. En em ledañ a ra ar park war 214 159 hektar a zouaroù, un dachenn un tamm mat ledanoc'h eget ar c'horn-bro anavezet a-gozh evel Eryri.

En em astenn a ra ar Park Broadel war ur vro veneziek, e kontelezh Gwynedd dreist-holl hag un tamm e kontelezh Conwy ivez. Ouzhpenn 26 000 a annezidi zo o chom en rannvro-se. Hervez niveradeg 2011 e oa 59% anezho a oa kembraegerien. Ouzhpenn 6 milion a weladennerien a zeu da douristañ dre eno bep bloaz, en ur vro ma kaver ar menez uhelañ eus Kembre, ar Wydddfa (1085 metr). Brudet eo ar c'hornad evit e venezioù, e draoñiennoù, e lammoù-dour, e daouarc'hegeoù hag e garregadoù.

Annezet eo ar vro gant mab-den abaoe meur a vilved zo, pa gaver enni kambroù-bez eus Oadvezh ar Maen, dismantroù kastilli, mengleuzioù hag aspadennoù eus mare ar Romaned.

Meret e vez ar Park gant ur c'huzul-merañ ennañ dileuridi eus Kontelezh Gwynedd, hini Conwy ha Bodadenn Vroadel Kembre[1] Er budjed 6 milion a lurioù sterling, ez eus 75% a zeu eus gouarnamant Kembre tra ma teu ar peurrest eus an div strollegezh all.[2]. E 2014 e oa 93% eus ar 155 a implijidi a zo er park o c'houzout kembraeg.

Ar memes reolennoù a vez lakaet da dalvezout a-fet sevel tiez ha kêraozañ evit an holl zouaroù er Park, prevez pe foran e vefent.

  1. Danevell obererezh ar Park - 2 Mezheven 2014
  2. Lec'hienn ar Park - 2 Mezheven 2014.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]