Pape Sy

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pape Sy e 2017

Pape Sy a zo ur c'hoarier basketball ganet e Loudieg d'ar 5 a viz Ebrel 1988. Ganet eo bet pa oa e dad c'hoarier evit skipailh Loudieg er pevare rummad[1]. Krog eo gant ar basket du-hont ha buan a-walc'h e voe dibabet gant skipailh poñsin Aodoù-an-Arvor[2]. Da 12 vloaz e rankas dilojañ d'an Havr-Nevez ma teuas da vezañ c'hoarier a-vicher dindan roched STB e ProB (an eil rummad) e 2007. D'ar 24 a viz Mezheven 2010 e voe dibabet gant skipailh Atlanta Hawks e eil tro an draft[3]. E-giz-se e teuas da vezañ ar Breizhad kentañ da vezañ c'hoariet en NBA, kampionad basket ar Stadoù-Unanet, o kemer perzh en ur c'hrogad a-enep Indiana Pacers d'an 8 a viz Ebrel 2011[4]. Seizh gwezh eo bet war an dachenn e-kerzh e vloavezh kentañ er Stadoù-Unanet[5]. D'ar 26 a viz Eost 2011 e tibab distreiñ da Vro-C'hall ken ma ne vo ket echu harz-labour ar c'hoarierien NBA: c'hoari a raio krogadoù kentañ kampionad ProA dindan roched Gravelines[6].


Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2007-2010. STB Le Havre
  • 2010-2011. Atlanta Hawks
  • 2011-2012. BCM Gravelines
  • 2012-2013. MSB le Mans Basket

Mamennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Le Télégramme - L'arrière du Havre a été drafté par Atlanta Pape Sy : de Loudéac en NBA
  2. Le Télégramme - NBA : Pape Sy, le rêve costarmoricains
  3. L'Équipe - Séraphin et Sy sélectionnés
  4. SB Nation Atlanta - Pacers Vs. Hawks Score: Atlanta Falls To Indiana, 114-102; Pape Sy Plays
  5. L'Équipe - Basket: la fiche de Pape SY
  6. BCM Gravelines - Transfert: Pape Sy, officiel!