Panteon Galiziz Illur
Emañ Panteon Galiziz Illur (galizeg : Panteón de Galegos Ilustres) en iliz kouent San Domingos de Bonaval, e kêr Santiago de Compostela, e Galiza. An iliz en he fezh a vez lakaet da banteon, petra bennak ma ne vez implijet nemet chapel Maria-lid (Capela da Visitación, Capela de San Domingos en Suriano) ha hini ar C'hrist Santel (Capela do Santo Cristo) e gwirionez.
Eno emañ bezioù tud veur a C'haliza, en o zouez an douaroniour Domingo Fontán (1788-1866), ar varzhez Rosalía de Castro (1837-1885), ar politiker rannvroelour Alfredo Brañas (1859-1900), ar barzh Ramón Cabanillas (1876-1959), ar politiker broadelour Alfonso Daniel Rodríguez Castelao (1886-1950) hag ar c'hizeller Francisco Asorey (1889-1961).
Da C'haliziz divroet da Guba e teuas ar mennozh.
Istor ha dezverkoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]El lec'h-se emañ oc'h ehanañ relegoù meur a zen meur a C'haliza. An den kentañ o vout treuzkaset e voe er varzhez Rosalía de Castro, d'ar 25 a viz Mae 1891, pemp bloaz goude he marv, eus bered Adina e parrez Iria Flavia, Padrón. Oberenn Jesús Landeira Iglesias eo he mozoleon.
An eil e voe Alfredo Brañas, e 1906 ; lakaet e voe e-tal Rosalía, e sell da gadarnaat raktres ur mozoleon gouestlet da dud veur Galiza. E 1961 e voe beziet ar c'hizeller Francisco Asorey, lesanvet escultor da raza ("kizeller ar ouenn"), war-eeun er Panteón, ha d'an 12 a viz Eost 1967 e voe tro Ramón Cabanillas hag a voe degaset eus bered Cambados.
D'an 28 a viz Mezheven 1984 e voe degemeret er panteon relegoù ar politiker, skrivagner ha treser Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, degaset eus Buenos Aires ma oa aet d'an Anaon e 1950. E chapel ar C'hrist Santel, koshañ hini an iliz, emañ e vozoleon.
En diwezh, e 1988, e voe treuzkaset ar c'hefredour ha douaroniour Domingo Fontán eus Bered Hollek Santiago. E leur ar chapel e voe beziet, evel R. Cabanillas
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An nor da vont en iliz San Domingos de Bonaval
-
Bez Rosalía de Castro
-
Bez Alfredo Brañas
-
Laour-vaen Castelao.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (gl) FERNÁNDEZ FERREIRO, Xosé : O Panteón de Galegos Ilustres, e La Voz de Galicia (29/06/1984).
- (gl) (es) Gran Enciclopedia Galega, levrenn 34.