Pangur Bán

Eus Wikipedia
Pajenn ar Reichenau Primer e-lec'h ma oa bet skribet Pangur Bán.

Pangur Bán zo ur varzhoneg Heniwerzhonek, bet skrivet en IXvet kantved en Abati Reichenau pe nepell, en Alamagn a-vremañ, gant ur manac'h eus Iwerzhon diwar-benn e gazh. Pangur Bán, 'Pangur Gwenn', eo anv ar c'hazh. Dianav eo ar barzh, met elfennoù heñvel ouzh barzhoniezh Sedulius Scottus a gaver, ar pezh a laka da soñjal en deus skrivet ar varzhoneg-se ivez. Eizh gwerzenn peder linenn pep hini zo e-lec'h m'eo keñveriet gant ar barzh chase laouen ar c'hazh gant e labour speredel pemdeziek.

Lenn a reer ar varzhoneg er Reichenau Primer (Stift St. Paul Cod. 86b/1 fol 1v) ha dalc'het eo en Abati Sankt Paul im Lavanttal bremañ.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne gaver ar varzhoneg-se nemet en un dornskrid, ar Reichenauer Schulheft pe Reichenau Primer. Hañvalout a ra bezañ dornlevr ur manac'h eus Iwerzhon a laboure en Abati Reichenau. En dornlevr e lenner meur a dra, gant "notennoù diwar un displegadur eus an Aeneis, kanoù-lid, ur c'heriaoueg verr gant gerioù gresianek, troadurioù gresianek, notennoù diwar-benn lec'hioù eus ar Bibl, un destenn diwar-benn natur an aeled hag un tamm steredoniezh".

Ar varzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm heniwerzhonek kent[1]

Messe ocus Pangur Bán,
cechtar nathar fria saindán;
bíth a menma-sam fri seilgg,
mu menma céin im saincheirdd

Caraim-se fos, ferr cach clú,
oc mu lebrán léir ingnu;
ní foirmtech frimm Pangur bán,
caraid cesin a maccdán.

Ó ru·biam — scél cen scís —
innar tegdais ar n-óendís,
táithiunn — díchríchide clius —
ní fris tarddam ar n-áthius.

Gnáth-húaraib ar gressaib gal
glenaid luch inna lín-sam;
os mé, du·fuit im lín chéin
dliged n-doraid cu n-dronchéill.

Fúachid-sem fri frega fál
a rosc anglése comlán;
fúachimm chéin fri fégi fis
mu rosc réil, cesu imdis,

Fáelid-sem cu n-déne dul
hi·n-glen luch inna gérchrub;
hi·tucu cheist n-doraid n-dil,
os mé chene am fáelid.

Cía beimmi amin nach ré,
ní·derban cách ar chéle.
Maith la cechtar nár a dán,
subaigthius a óenurán.

Hé fesin as choimsid dáu
in muid du·n-gní cach óenláu;
du thabairt doraid du glé
for mu mud céin am messe.

Implij modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un embannadur skiantel eus ar varzhoneg a voe graet e 1903 gant Whitley Stokes ha John Strachan en eil levrenn Thesaurus Palaeohibernicus. E-touez ar skrivagnerien vodern o doa troet ar varzhoneg emañ Robin Flower, W. H. Auden, Seamus Heaney, Paul Muldoon hag Eavan Boland. E troidigezh Auden e oa bet lakaet ar varzhoneg gant Samuel Barber evel an eizhvet eus e zek Hermit Songs (1952–53).

Fay Sampson he doa skrivet un heuliad levrioù diwar-benn ar varzhoneg. Heuliañ a reont troioù-kaer Pangur Bán, e vignon, Niall ar manac'h, ha Finnglas, ur briñsez eus Kembre.

Er film Brendan ha Sekred Kells (2009), diaezet war ar vitologiezh iwerzhonat, unan eus an tudennoù zo ur gazhez wenn anvet Pangur Bán erruet e Kells gant ur manac'h. Ur stumm iwerzhonek modern eus ar varzhoneg a zo lennet e-pad ar jenerik-fin gant an aktour iwerzhonek Mick Lally.[2]

Ar ganerez iwerzhonek Pádraigín Ní Uallacháin he doa enrollet ar varzhoneg en he fladenn Songs of the Scribe (2011), gant an destenn orin hag un droidigezh gant Seamus Heaney. Lennet e oa bet en iwerzhoneg da gentañ ha da c'houde gant troidigezh Heaney gant Tomás Ó Cathasaigh en obidoù Heaney e Memorial Church, Harvard University d'ar 7 a viz Du 2013.[3]

E 2016 e voe embannet gant Jo Ellen Bogart ha Sydney Smith un albom anvet The White Cat and the Monk diazezet war ar varzhoneg.[4]

Ar strollad izelvroat Twigs & Twine en doa implijet lodennoù eus ar varzhoneg en o c'hanaouenn "Messe ocus Pangur Bán".[5]

E 2022 e embannas ar skrivagner iwerzhonat Colm Tóibín e stumm eus ar varzhoneg en dastumad anvet Vinegar Hill.

Deskrivet evit ar wezh kentañ e 2022 eo bet anvet Pangurban, ur genus eus nimravid eus mare Eosen e Kalifornia diwar ar c'hazh.[6]

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Irish - Pangur Bán. Department of Anglo-Saxon Norse and Celtic. University of Cambridge. Kavet : 28 February 2020.
  2. The Secret of Kells (2009) - IMDb. IMDb.
  3. Seamus Heaney: A Memorial Celebration, "Pangur Bán" (7 November 2013). Kavet : 4 November 2022.
  4. Kilidatis. The White Cat and the Monk. The Children's Writer's Guild.
  5. Messe ocus Pangur Bán. Spotify (13 July 2019).
  6. (12 October 2022) "An early nimravid from California and the rise of hypercarnivorous mammals after the middle Eocene climatic optimum". Biology Letters 18 (10). ISSN 1744-957X

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]