Panez

Eus Wikipedia
Panezennoù

Ar panez (Pastinaca sativa o anv skiantel) zo legumaj kar d'ar c'harotez ha d'ar perisilh. Debret e vez o gwrizioù hir ha gwenn.

Ar panez a vez debret poazh, evel legumaj pe er soubenn. Gwechall e veze roet o delioù da zebriñ d'ar chatal.

Ar panez a vez gounezet er parkeier (Pastinaca sativa L.) n'int nemet un isspesad eus ar "panez-moc'h", a gresk o-unan en natur (Pastinaca sylvestris Mill.).

Kavout a reer panez-moc'h en natur en Europa a-bezh, e Rusia, Siberia hag all. Degaset e voe da lec'hioù all ivez, evel da Norzhamerika, er XVIIvet kantved.

Orin ar ger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un amprest digant ar galleg eo ar ger panez, deut eus "panais" hag a zeu e-unan eus ar ger latin "pastinaca". Roud a gaver anezhañ er skridoù abaoe mare ar c'hrennvrezhoneg, skrivet "panes".

Pikoù panez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lavaret e vez pikoù panez eus ar brizhennoù a vez war ar c'hroc'hen an den.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Panez er
wikeriadur, ar geriadur frank.