PNL (strollad sonerezh)

Eus Wikipedia
Logo ar strollad PNL

PNL (Peace N' Lovés) zo ur strollad rap savet e 2008 gant daou vreur, Tarik ha Nabil Andrieu (lesanvet Ademo ha N.O.S), e Corbeil-Essonnes (Enez-Frañs).

O albom kentañ, Le Monde Chico, a zeuas er-maez e 2015. Berzh-bras a reas o eil albom e 2016, Dans la légende, rak an albom muiañ gwerzhet e voe e Frañs, ur milion a skouerenn a voe gwerzhet er bed. O zrede albom, Deux frères, a zeuas er-maez e 2019, hag ivez ar single "À l'ammoniaque", "91's" hag "Au DD".

Ar strollad ne ra morse atersadennoù gant ar mediaioù. Ober a reont klipoù nevezus filmet dre ar bed.

War leurenn Gouel an erer kozh e oant e 2017.