PIAT
| Iskevrennad eus | Banner-greunadennoù |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 1942 |
| Anv er yezh a orin | PIAT |
| Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel Korea, 1948 Palestine War |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Oberataer | British Army |
| Saver | Imperial Chemical Industries |
| Munision | Bomb, HE/AT |
| Treset gant | Millis Jefferis |
| Lakaet er servij | 1942 |
| Tennet eus ar servij | 1950 |
Ar Projector, Infantry, Anti Tank (berraet en PIAT) Mk I a oa un arm enep-tank hezoug savet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ijinet e oa bet 1942 evel diskoulm d'an diouer a armoù enep-tank evit an droadegiezh efedus er British Army. Degemeret e oa bet er servij e 1943.
Ar PIAT a oa bet implijet evit ar wech kentañ e-kerzh Kampagn Tunizia e 1943, ha chomet e oa e servij gant Breizh-Veur hag er peurrest eus nerzhioù Kenglad ar Broadoù betek penn-kentañ ar bloavezhioù 1950. Ar PIAT a oa bet dafaret da nerzhioù broioù all ouzhpenn-se evel an URSS (dre al Lend-Lease), ar Rezistañs C'hall, ar Stad Polonat Kuzh, an Haganah israelian (a implijas ar PIAT e-kerzh Brezel Arab–Israel 1948). C'hwec'h implijer saoz, pe eus ar C'henglad, a voe enoret gant ar Victoria Cross evit an doare m'o devoa implijet ur PIAT en emgannoù.