Mont d’an endalc’had

Oxfam International

Eus Wikipedia
Logo Oxfam skourr Italia

Oxfam zo ur c'hengevread aozadurioù madobererezh etrebroadel. Pal diazez an aozadur zo stourm a-enep ar baourentez dre ar bed-holl. Oxfam a oa bet krouet er 17 Broad Street en Oxford, Oxfordshire, e 1942 evel the Oxford Committee for Famine Relief gant ur strollad Quakers, stourmerien sokial ha kelennerien skol-veur eus Oxford. Hiziv-an-deiz ez eo ar skourr Oxfam Great Britain, hag a chom diazezet en Oxford.

Broioù gant skourroù eus Oxfam International

Niverus eo bet ar strolladoù lec'hel savet evit harpañ an National Famine Relief Committee. E-penn kentañ istor an aozadur e oa ar pal da bouezañ war gouarnamant Bro-Saoz evit reiñ an tu da gas un harp boued dre ar blokus Kevredet da boblañs Bro-C'hres a oa aloubet gant nerzhioù lu an Trede Reich. Ar c'hentañ skourr krouet er-maez eus Bro-Saoz a voe e Kanada er bloavezh 1963. Kemmet eo bet anv an aozadur abaoe ha kemeret en deus hini ar voest-lizhiri, OXFAM, e 1965.

Tuet politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rebechet e oa bet d'ar skourr saoz Oxfam Great Britain gant an aozadurioù digorvo all da vezañ re dost eus gouarnamant Tony Blair er Rouantelezh-Unanet. Tabutoù lies a zo tro-dro d'an aozadur.

Privezioù savet gant Oxfam en Haiti goude ar c'hren-douar drastus

Tabutoù reizhel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 2018 e voe embannet e oa bet implijet gisti eus Haiti gant implijidi an aozadur. Lod anezho a vefe bugale[1] Rebechet e vez ouzh an aozadur Oxfam bezañ bet klasket kuzhat an afer rak ne oa ket bet kelaouet justis Haiti eus an torfed. Roland van Hauwermeiren, penn ar skourr en Haiti en doa roet e zilez, un nebeud implijidi a oa bet skarzhet. D'an 22 a viz C'hwevrer 2018, bro Haiti en deus difennet da Oxfam kenderc'hel e oberiadurioù er vro amzer echuiñ gant un enklask[2]. Gwalladennoù lies a zo bet (betek war bugale) el Liberia, Soudan, Filipinez, Bangladesh ha Liban d'an nebeutañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]