Ouest-Matin
Ouest-Matin a oa ur gazetenn bemdeziek c'hallek a veze embannet e Roazhon etre 1948 ha 1956.
Gant ar Strollad Komunour Gall e voe klasket sevel ur gazetenn bemdeziek e Breizh goude an Eil Brezel-bed, ouzhpenn ar c'hazetennoù sizhuniek a veze embannet gantañ e pep departamant. E deroù 1945 e voe an taol kentañ da glask sevel ar gazetenn bemdeziek-se, met en aner rak enebiñ a reas Pierre-Henri Teitgen, unan eus saverien Ouest-France, hag a oa kannad MRP en Il-ha-Gwilen, ha ne voe ket roet aotre d'ar gazetenn nevez da zont er-maez.
D'an 31 a viz Here 1948 avat e teuas er-maez an niverenn gentañ eus Ouest-Matin, a oa diazezet e Roazhon. Er c'hontrol diouzh ar pezh a veze graet peurliesañ gant ar c'hazetennoù all embannet gant ar Strollad Komunour e Bro-C'hall, ne voe ket lakaet war wel en deroù e oa embannet Ouest-Matin gant ar strollad-se. Henri Denis, ur c'helenner war ar gwir e skol-veur Roazhon, e oa ar rener. Ezel e oa an den-se eus an Union des Chrétiens Progressistes. Met goude ar mare kentañ ma klaske ar gazetenn bezañ digor da lennerien a bep seurt, e teuas buan da vezañ splannoc'h e save a-du gant ar Strollad Komunour ha gant e stourmoù : stourm evit ar peoc'h, stourm a-enep ar brezel en Indez-Sina hag en Aljeria, difenn an Unvaniezh Soviedel...
Dre ma ranke kevezañ gant kazetennoù diazezet mat e Breizh, evel Ouest-France ha Le Télégramme, ha dre ma voe graet meur a brosez dezhi gant ar gouarnamant, e voe lakaet diaes ar gazetenn gomunour. Daoust d'ar strivoù a voe graet evit dastum arc'hant e-touez al lennerien, e voe ret paouez d'hec'h embann e miz Mezheven 1956.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jacques Thouroude, Ouest-Matin - Un quotidien breton dans la guerre froide (1948-1956), embannet gant Apogée, 2006.