Orosirieg
| Eon Proterozoeg |
| Paleoproterozoeg |
| Siderieg |
| Rhyaseg |
| Orosirieg |
| Statherieg |
| Mezoproterozoeg |
| Kalymnieg |
| Ektasieg |
| Stenieg |
| Neoproterozoeg |
| Tonieg |
| Kriogenieg |
| Ediakareg |
An orosirieg (gresianeg οροσιρια, aradennad venezioù) eo an trede marevezh douaroniel eus ar paleoproterozoeg. N'eo ket diazezet war ar stratigrafiezh met war ar gronologiezh ha padout a reas eus 2 050 milion a vloavezhioù zo betek 1 800 milion a vloavezhioù zo.
Merket e voe an eil hanterenn eus ar marevezh gant un orogeniezh kreñv war an holl gevandirioù. E-pad an orosirieg eo, war a seblant, ez eas da binvidik atmosferenn an Douar en oksigen a-drugarez da obererezh ar sianobakteri.
An daou stokad brasañ anavezet en istor an Douar a c'hoarvezas e-pad an orosirieg. E deroù ar marevezh, war-dro 2 023 milion a vloavezhioù ’zo, e voe toullet krater Vredefort gant ur maen-kurun bras. 1 850 milion a vloavezhioù ’zo e voe krouet diazad Sudbury gant ur maen-kurun ramz arall.