Ediakareg

Eus Wikipedia
Eon Proterozoeg

Paleoproterozoeg
Siderieg
Rhyaseg
Orosirieg
Statherieg
Mezoproterozoeg
Kalymnieg
Ektasieg
Stenieg
Neoproterozoeg
Tonieg
Kriogenieg
Ediakareg
An Douar e-pad an ediakareg


Marevezh diwezhañ an neoproterozoeg eo an ediakareg. En em astenn a ra eus 635 milion a vloavezhioù'zo betek 542 milion a vloavezhioù'zo. Tennañ a ra hec'h anv eus torgennoù Ediakara en Aostralia. An anv-se a oa bet implijet gant kalz klaskourien met ne voe roet dezhi en un doare ofisiel e 2004 hepken. Anvet e oa Vendieg e Rusia ivez.

Divoutin eo ar maread-se peogwir n'eo ket merket e zeroù gant ur c'hemm en natur ar fosiloù. E fin an ediakareg hepken ez eas diwar-well an organegoù gwak o c'horf. Termenet eo kentoc'h ar maread gant ur gwiskad-raz a ziskouezfe ur chañch a hiniad. Bez ez eus un diouer a garbon 13 a verk fin ar mareadoù-skorn meur eus ar c'hriogenieg. War-dro 635 milion a vloavezhioù'zo eo lec'hiet bevenn an ediakareg, diazezet war dielfennadurioù U-Pb eus reier Namibia ha Sina.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Biota ediakareg

Liamoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Ediakareg war GeoWhen

Ar vendieg

An Ediakareg war Palaeos.com