Mont d’an endalc’had

Ordovisian

Eus Wikipedia
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


An Ordovisian a zo an eil eus c'hwec'h marevezh ar paleozoeg. Dont a ra war-lerc'h ar c'hambrian hag heuliet eo gant ar silurian. Tennañ a ra e anv da veuriad brezhon an Ordovices. E 1879 e voe termenet gant Charles Lapworth da ziskoulmañ un dizemglev etre Adam Sedgwick ha Roderick Murchison a lakae an hevelep gwiskad reier eus Kembre er c'hambrian hag er Silurian. Anavezout a reas e oa disheñvel fosiloù ar maread-se eus re ar c'hambrian hag ar silurian, ha kinnig a reas ur marevezh ispisial evito. E 1906 e voe degemeret an anvadur-se gant ar C'hendalc'h Douarouriezh Etrevroadel.

Kavout a reer e gwiskadoù an Ordovisian pourvezioù bras eoul-maen ha gaz naturel e lodennoù zo eus ar bed. Klotañ a ra gant ur prantad ma'z eas ar meurvor bras hag aergelc'h an Douar war yenaat, e-keit ha ma kreske ar vevliesseurted war an Douar forzh pegement.

Bevennoù an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deraouiñ a ra an ordovisian gant ur steuziadur bihan anvet steuziadur ar C'hambrian-hag–Ordovisian, war-dro 488,3 milion a vloavezhioù zo ha padout a reas betek 443,7 milion a vloavezhioù zo. Echuiñ a reas gant ul steuziadur bras-kenañ all, ar steuziadur Ordovisian-ha–Silurian, war-dro 443,7 milion a vloavezhioù zo, hag a zistrujas betek 60% eus ar genadoù er morioù ha 49% eus ar genadoù en holl. Hervez A. Melott et al. (ref. 2006), un darzhadenn skinoù gama a vije padet 10 eilenn en dije distrujet ar gwiskad ozon ha lezet ar vuhez hep gwarez ouzh skinoù islimestra an Heol. Gwirheñvel eo, avat, e c'hoarias ar maread-skorn ur perzh berr met kalet en darvoudoù a verkas fin ar marevezh.

An deiziadoù roet zo deiziadoù radiometrek hag un tamm disheñvel int diouzh ar re implijjet e mammennoù all. An eil prantad-se eus ar Paleozoeg a bourchas d'ar glaskerien karrekaennoù fonnus hag e broioù zo, pourvezioù bras a eoul-maen ha gaz.

Talvoudus-kenañ eo ar vevenn choazet evit deroù an Ordovisian hag an Tremadog abalamour ma klot mat gant ar c'havadennoù spesadoù Graptolithina, Conodonta, ha trilobited, diaezez loened an Tremadog, ar pezh a ro o zu d'ar skiantourien da liammañ ar spesadoù-se an eil re ouzh ar re all, met ivez da spesadoù a gaver gante e lec'hioù all ivez. Aeso'h eo evel se gouzout e petore mare e oa kalz spesadoù o vevañ e-keñver deroù an Ordovisian.

Rannadur an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo an ordovisian e tri ismaread ha pep hini anezo a zo rannet e daou pe tri is-ismaread.

Ordovisian diwezhat
  Hirnantian (445,6 ± 1,5 à 443,7 ± 1,5 Mb)
  Katian (455,8 ± 1,6 à 445,6 ± 1,5 Mb)
  Sandbian (460,9 ± 1,6 à 455,8 ± 1,6 Mb)
Ordovisian krenn
  Darriwilian (468,1 ± 1,6 à 460,9 ± 1,6 Mb)
  Dapingian (471,8 ± 1,6 à 468,1 ± 1,6 Mb)
Ordovisian abred
  Arenig / Floian (478,6 ± 1,7 à 471,8 ± 1,6 Mb)
  Tremadog (488,3 ± 1,7 à 478,6 ± 1,7 Mb)

Douaroniezh an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Uhel e oa live ar morioù e-pad an ordovisian a-bezh hag an Tremadog a welas araokadenn vrasañ ar morioù bet gwelet biskoazh betek neuze en istor an Douar.

Bodet e oa kevandirioù ar su en ur c'hevandir hepken, Gondwana e anv. Edo e-kichen ar c'heheder e deroù ar marevezh ha goustadig ez eas war-zu Pennahel ar Su. Ar c'hevandirioù arall, bihanoc'h, a oa er rannvroioù trovanel pe a live gant ar c'heheder. Ur darn vras eus ar c'hevandirioù a c'holoe morioù bas e-lec'h ma kreske ur vuhez fonnus.

Hanterzouar an norzh a voe dalc'het gant ar meurvor holldalasek. E hanterzouar ar su, ma oa an darn vrasañ eus an douaroù e kaved meur a veurvor bihanoc'h : Rak-Tethys, Paleo-Tethys, Meurvor Khanty, Meurvor Iapetus hag ar Meurvor Rheic. E fin ar maread ez eas da get meurvor Iapetus pa gejas Amerika an Norzh gant Baltika, hag erlec'hiet e voe neuze gant menezioù a gaver restajoù anezho e Greunland, bro-Skos, Norvegia, Iwerzhon ha biz Amerika an Norzh.

Gouelezennek eo reier an ordovisian dreist-holl. E maen-raz ez int kenaozet dreist-holl, abalamour da vent vihan ha da dorosennadur izel an tirioù hag a veze krennet gant ar c'hrignerezh dibaouez. Kalz raloc'h ez eo ar c'hrag hag ar skiltoù.

An ordovisian, ha fin ar c'hambrian a voe merket gant an orogeniezh dakonek.

Hinad an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tomm a-walc'h e oa hinad an ordovisian. Fin ar maread a voe merket gant un prantad skorn kalet ha n'eo ket sklaer an abeg anezhañ. Gant skornegoù e voe goloet Gondwana ha war-dro 49% eus ar genadoù a oa neuze a yeas da get.

N'eo ket sklaer orin ar prantad skorn-se. Drevezerezhioù hinad fin an ordovisian o deus diskouezet e oa an gwrezverkoù hervez live pe gementad an dioksid karbon en aergelc'h dreist-holl. War a seblant e voe daouhanteret hemañ e-pad an Hirnantian met ne gomprener ket perak. Posupl eo e oa bet levezonet gant gorrekadur astennadur gouelezennoù ar mor en harzoù etre plakennoù Gondwana, Laurentia ha Baltica. N'eo ket sur, avat, rak posupl eo ivez e oa ur strail ? kevandirel hir tre e gwalarn Laurentia.

Buhez an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Faona an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morioù basoc'h an ordovisian a oa pinvidik tre e buhez.Niver a gerentadoù a greskas kalz e deroù ar marevezh, en ur dremen eus 200 da 500. An trilobitoù hag ar varac'hyopoded e oa ar genadoù fonnusañ met organegoù nevez a ya war-wel ivez. En o zouez e kaver ar foramifered gentañ hag ar stomarpoidoù. An akritarc'hed, hag a oa anezho e-pad ar c'ambrian dija a ya da voutinoc'h.

Da voutinoc'h an anevaled siler, ar pezh a zamveneg e oa aet da niverusoc'h ar mikro-plankton. Ar c'houral a furm ar c'herreg kentañ tra ma ya war-wel an daoudrapiged hag ar graptolitoù. Al lophophoratoù hag ar bryozoa a gresk e niver ha liesekder. An anevaled drevadenner bennañ eo ar re-mañ ha c'hoari a reont ur perzh heñvel ouzh hini ar c'houral hiziv.

An nautiloid, ha a oa bihan ha ral e-pad ar c'hambrian a ya d'ar breizherien bennañ e lec'h d'an anomalocarided. Ar re vrasañ, evel an endocerided a dizhe 10 m. Anevaled speredekoc'h ar maread e oant, war a seblant, a-drugarez d'o brec'hioù a roe tro dezho da zornata o endro.

Barr ar c'hraptolied a welas an ordovisian ivez. War liesekaat ez eas ha furmoù planktonek en em ouzhpennas ouzh furmoù bentek aet war wel e fin ar c'hambrian. An hemikordataed a oa kar eus ar pezh a yafe d'ar vellkeineged met o hendadoù ne oant ket. War wel ez eas ar vellkeineged wir gentañ e-pad an ordovisian : ar pteraspidomorphi hag a c'hanfent ar besked a-vremañ.

Asaphus, un trilobit eus an ordovisian

.

Eus bezhin dreist-holl e oa kenaozet bleuniadur an ordovisian. E-pad ar maread-se, avat e krogas an avuadoù hag an touskan kentañ da drevadenniñ ar c'hevandirioù.

Fin an Ordovisian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Lazhadeg ordivisian-silurian

Echuiñ a reas an ordovisian gant an eil lazhadeg vrasañ en istor an Douar. Lazhadeg Permian-triaseg hepken a voe brasoc'h egeti.

Etre 444 milion a vloavezhioù'zo ha 444 milion a vloazhioù'zo e c'hoavezas al lazhadeg-se. Merkout a ra an harzioù etre marevezh diwezhañ an ordovisian - an Hirnantian - ha deroù ar Silurian. D'an amzer e veve an holl organegoù lieskellek e-barzh ar mor ha 49% a zo aet da get. Diouennet e voe ar varac'hyopoded hag ar bryozoa asambles gant un darn vras eus an trilobitoù, ar graptolitoù hag ar gonodonted.

Krediñ a reer e voe ur prantad-skorn abeg al lazhadeg-se. Tra ma oa bet tomm hiniad an Douar e-pad an holl ordovisian e yenaas a-daol e deroù an Hirnantian. Skornegoù a c'holoas Gondwana hag izelaat a reas live ar morioù a 80 metr. Da get ez eas ar morioù bas a gelc'he ar c'hevandirioù hag un darn vras eus ar spesadoù a herberc'he. Ar spesad hag a oa deuet a-benn d'en em ober d'ar stad hiniadel nevez a voe diouennet pa zeuas an tommder en dro.

Er c'hontrol d'al lazhadegoù arall n'he-doa ket hini fin an ordovisian un efed padus. Pa voe echu ar prantad-skorn e krogas en-dro ar vuhez da liesekaat hag ar spesadoù aet da get a voe erlec'hiet gant spesadoù heñvel a-walc'h.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Ordovisian war Palaeos.com