Mont d’an endalc’had

Orasaigh (Colbhasa)

Eus Wikipedia
Gro en arvor reter Orasaigh. Gwelout a reer Eilean Ghaoideamal, ha Sgurr na Cìche (Paps of Jura), en Enez Diùra er pellder.

Orasaigh (Oronsay e saozneg) zo un enezennig er c'hreisteiz da g-Colbhasa, en Inizi Gall, e Bro-Skos. Stag eo ouzh Colbhasa gant ur chaoser traezh a vez graet An Traigh anezhañ (tra a zo traezh). Al lec'h uhelañ eo tuchennig Beinn Orasaigh (Beinn Oronsay, e saozneg) 93 m dezhañ.
5 a dud a oa o chom enni e 2001, en ti-feurm tost d'ar prioldi. Un enezennig roc'hellek zo nepell, anvet Eilean nan Ròn (Enez ar Reuniged) abalamour d'al loened-se a vev eno.

Div vartezeadenn zo diwar-benn orin an anv. Pe e teu eus ar ger norsek Örfirirsey a dalvez kement hag enezenn an tre, pe e teu eus anv sant Oran, a savas ur manati en enez e 563.

Hendraouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prioldi Orasaigh goude bezañ bet kempennet bete-gouzout e tegouezhfe ar rouanez Elesbed II d'ober ur gweled.
Bezioù en Orasaigh.

Brudet eo Prioldi Orasaigh, ur prioldi aogustinian a weler an dismantroù anezhañ, savet moarvat er memes lec'h ha manati 563, ha kroaz Orasaigh, kizellet en Ì Chaluim Chille (Iona e saozneg).

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]