Mont d’an endalc’had

Opera (merdeer)

Eus Wikipedia
Opera
Diorroer Opera Software
Endro BSD, Linux, Mac OS X, Windows, OS/2, QNX, Solaris, Nintendo Wii, Nintendo DS
Yezhoù 44 disheñvel
Doare Heuliad internet
Skrivet e C++
Lec'hienn web [http://www.opera.com www.opera.com]

Opera a zo un heuliad poelladoù digoust liessavennoù programmet e Norvegia. En Opera e kaver meur a boellad a denn da Internet. Perc'hennet eo kod Opera gant Opera Software a zo diazezet en Oslo.

Merdeer Opera eo poellad brudetañ an heuliad. Ne vez ket implijet kalz (2,17 % eus implijerien internet e miz Here 2009).[1]

Perzhioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ur merdeer
  • un arval postelioù (M2) hag ul lenner keleier
  • ul lenner RSS
  • ur c'harned chomlec'hioù
  • ur arval IRC ;
  • ur sil eneppesketa
  • ur merour pellgargañ a zegemer liammoù BitTorrent
  • merañ digejañ ar gomz

Digoust eo Opera abaoe an 20 a viz Gwengolo 2005. Gantañ e c'haller digeriñ betek 40 pajennad web war un dro. Gant Opera e vez doujet da reolennoù W3C. Goude meur a arnod e c'haller lavarout ezmañ Opera e-touez ar merdeerioù primañ[2].

Dasparzh ar merdeerioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dasparzh ar merdeerioù Web e miz Mae 2010
Mammenn Internet Explorer
Microsoft
Firefox
Mozilla
Chrome
Google
Safari
Apple
Opera
Opera Software
Re all
Statcounter (SUA) 53.36 %30.21 %5.9 %8.68 %0.62 %1.23 %
Statcounter (Frañs) 52.21 %35.41 %5.47 %4.72 %1.1 %1.1 %
Statcounter (Europa) 45.21 %39.17 %6.13 %3.53 %4.92 %1.04 %
AT internet institute (Europa, miz Meurzh 2010) 57.1 %29.6 %5.3 %5.2 %2.2 %0.6 %
Net Applications 59.75 %24.32 %7.04 %4.77 %3.17 %0.89 %
W3Counter 45.7 %32.2 %8.4 %5.3 %2.0 %6.4 %

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]