Google Chrome

Eus Wikipedia
Logo Google Chrome
Ikon Google Chrome

Google Chrome (berraet en Chrome) zo ur merdeer internet lies-savenn krouet gant Google. Embannet e oa bet evit ar wech kentañ d'an 2 a viz Gwengolo 2008 war Microsoft Windows. Goude-se e voe savet stummoù evit Linux, macOS, iOS, hag Android. Ar merdeer zo diazez evit Chrome OS, servijout a ra evel savenn evit an aplikadurioù web.

Google Chrome war Windows 7

E 2018, StatCounter a istime e veze implijet Chrome gant 61% an urzhiataerezioù dre ar bed. Dre ar berzh bras gantañ, Google en deus ledanaet implij ar merk "Chrome" war produioù all: Chrome OS, Chromecast, Chromebook, Chromebit, Chromebox ha Chromebase.