Oostvleteren
Neuz
Oostvleteren
Stad | Belgia |
---|---|
Kêr-benn eus | Vleteren |
E tiriad | Vleteren |
Daveennoù douaroniel | 50°55′59″N 2°44′31″E |
Kod-post | 8640 |
Oostvleteren en izelvroeg, Oostvletern e flandrezeg kornôgel, zo ur ranngumun e Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Ur gumun e oa gwechall ; gant lezenn 1977 ez eo bet lakaet e kumun nevez Vleteren.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gorread : 14,12 km²
- Poblañs (2020) : 1 199 a dud
- Stankter : 85 den/km²
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
An iliz katolik Sint-Amatus
-
Ur vilin-avel
Bezioù-brezel e bered ar gumun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallaoued a varvas e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. Daou brantad zo : adalek an 10 a viz Du 1914 betek an 21 a viz C'hwevrer 1914 (20 milour marvet, 87vet ha 89vet DIT dreist-holl) hag adalek an 18 a viz Gouere 1917 betek an 19 a viz Gwengolo 1917 (19 milour marvet, 162vet DI dreist-holl)[1].
Lod anezhe a varvas e-kerzh an Eil Brezel Bed, p'edont o tifenn kiladenn ar Gevredidi war-zu Dukark e miz Mae 1940. Ar re all a oa karrnijourion : lazhet int bet diwezhatoc'h[2].
|