Olympus Mons

Olympus Mons (skeudenn vozaikenn gant an NASA).
Olympus Mons (anv latin Menez Olympos) a zo ur menez-tan skoed war ar blanedenn Veurzh. Menez uhelañ Koskoriad an Heol eo pa dap 21 229 m a-us da "live daveiñ Meurzh" a servij da vuzuliañ torosadur ar blanedenn, da lavaret eo teir gwech kement hag an Everest. Ar yaouankañ eus menezioù-tan Meurzh an hini eo.

Olympus Mons keñveriet gant menezioù uhelañ an Douar, an Everest ha Mauna Kea.