Olimpia Maidalchini
Olimpia Maidalchini (Viterbo, 26 a viz Mae 1594 – San Martino al Cimino, 26 a viz Gwengolo 1657), anvet ivez Donna Olimpia, ha la Pimpaccia gant ar bobl[1], lesanvet ivez la papessa ("ar babez"), a oa ur vaouez a renk uhel e Roma en hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e 1594 e Viterbo en un tiegezh divadoù. He zad, ar c'habiten Sforza Maidalchini, a oa appaltatore, a oa dimezet da Vittoria Gualterio.
Div wech e timezas.
Pa addimezas d'un den pinvidik eus ar familh Pamphili e teuas da gaout levezon bras e lez ar pab Inosant X.
E 1647 e reas envel he niz Francesco Maidalchini da gardinal. E bloazioù diwezhañ buhez ar pab e werzhas kargoù en Iliz gant falsaktaoù, ha gant skoazell ar Sottodatario Francesco Canonici, lesanvet Mascambruno, a lavare bout serc'heg dezhi, evit kement ha 500.000 skoed. Kondaonet e voe Canonici d'ar marv dre mazzatello.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant he fried Pamphilio he doe div verc'h hag ur mab:[2]
- Maria Flaminia Pamphili (1619 - 1682)
- Camillo Pamphili (1622 - 1666), anvet da gardinal (1644) hag a zilezas ar vicher da zimeziñ da Olimpia Aldobrandini, intañvez Borghese, ha tri bugel o doe;
- Costanza Pamphili (1627 - 1665), priñsez Piombino.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Eus al lavar latin Olim pia, nunc impia, "Gwechall deol, difeiz bremañ".
- ↑ Geneanet-Maidalchini