Old Man Trump
Old Man Trump (pe Ol' Man Trump a-wechoù) a zo ur ganaouenn saoznek bet savet ar pozioù[1] anezhi e 1954 gant ar c'haner folk ha soner gitar stadunanat Woody Guthrie (1912-1967).
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Kerzu 1950 e tilojas Guthrie hag e diegezh da New York d'ober o annez e borough Brooklyn. E Gravesend eo e feurmas ur ranndi a oa ar penngaser Fred Trump[2] (1905-1999) perc'henn warni. Buan a-walc'h e komprenas Guthrie e rene F. Trump e vicher en un doare ouzhpenn hanbarzhour ouzh e feurmerien... o c'hroc'hen du peurgetket. Alese an nebeud gerioù savet gantañ evit diskuliañ emzalc'h mezhus an den a aferioù : meur a ditl a voe roet d'an destenn, Beach Haven Race Hate ha Beach Haven Ain't My Home en o zouez.
Adkavet e oa bet gant Will Kaufman[3] tra m'edo o kas da benn enklaskoù diwar-benn an arzour e Kreizenn Woody Guthrie (e Tulsa (Oklahoma)) e miz Genver 2016.
D'an 13 a viz Ebrel 2019 ec'h embannas Omnivore Recordings ur bladenn bevar zitl, enni Old Man Trump enrollet gant Ryan Harvey (a-gevret gant Ani DiFranco & Tom Morello) ha Beech Haven Ain't My Home enrollet gant al laz-seniñ U.S. Elevator. Savet e oa bet ton an doare Beech Haven Ain't My Home gant Johnny Irion, hag eñ gwaz Sarah Lee Guthrie[4], merc'h-vihan... W. Guthrie.
Morse ne voe sonenrollet gant W. Guthrie e-unan, siwazh.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Pozioù ar ganaouenn e lec'hienn ofisiel Woody Guthrie.
- ↑ Tad Donald Trump, bet 45vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika (2017-2021).
- ↑ Kelenner war al Lennegezh hag ar Sevenadurezh stadunanat en UCLan (Preston, Bro-Saoz).
- ↑ Kanañ a reont asambles dindan anv an daouad Sarah Lee Guthrie & Johnny Irion dibaoe 2000.