Mont d’an endalc’had

Oileán Mór an Bharraigh

Eus Wikipedia

Oileán Mór an Bharraigh, pe An tOileán Mór ent-berr, (Great Island e saozneg, a vefe an Enez Veur e brezhoneg) zo un enezenn e pleg-mor Corcaigh, en Iwerzhon. Emañ porzh bras An Cóbh en enezenn ha liammet eo houmañ ouzh an douar-bras dre ur pont a gas d’un enezenn all en hanternoz dezhi, Oileán Fhóta, hag a zo stag hec’h-unan ouzh an douar-bras war-bouez ur chaoser. Evel-se e c’haller mont gant an tren betek porzh An Cóbh. Ouzhpenn-se ez eus ul linenn listri-treizh da vont eus Oileán Mór betek aod kornôg morlenn Corcaigh.

En em astenn a ra Oileán Mór war 7 km a hed ha 4 km a led. Stank a-walc'h eo an dud en enezenn hag ur porzh bras eo An Cóbh, ennañ listri a dreuz ar Meurvor Atlantel. Eus deroù an XIXvet kantved eo an darn vrasañ eus ar savadurioù er gêr-se.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]