Ogdoad
E mitologiezh Henegipt, an Ogdoad (henc'hresianeg : ὀγδοάς ogdoad "[lieskementet] dre eizh" ; henegipteg : ḫmnyw, liester nisbaek ḫmnw "eizh") a oa eizh doue Hermopolis (C'hemenou, "Kêr an Eizh") a oa deuet a-daol-trumm eus an Noun, ar meurvor a oa a-raok ganedigezh ar bed. A-goubladoù par ha parez e vezent renket hag azeulet.
Bez' e oant Nou/Naounet (koublad an dourioù kentidik), Amon/Amonet (an aer pe an diwelusted), Kouk/Kaouket (an deñvalijenn don) ha Houc'h/Haouc'het (an egor hag an amzer, a zo didermen).
Liammet e oa an doueed gant ar glesker hag ar doueezed gant an naeron ; an holl o deus pennoù chas en o zreid.
En tu all d'o jener, ne oa ket kalz a dra a lakae kemm etre un doue hag an doueez koublet gantañ. Da dra, anvioù an doueezed n'int nemet furm wregel anv an doueed koublet gante.
|
Porched Egiptopedia | Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :
Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg |