Nuala Ní Dhomhnaill

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Nuala Ní Dhomhnaill e 2010

Nuala Ní Dhomhnaill (ganet e 1952) zo unan eus ar barzhezed iwerzhonek anavezetañ en hon amzer. Ganet e oa bet e Lancashire, e Bro-Saoz, e 1952, da dud deuet eus Iwerzhon, hag aet e oa da Iwerzhon da vevañ pa oa 5 bloaz. He yaouankiz he deus tremenet e korn-bro An Daingean, e kontelezh Ciarraí da gentañ, hag e An tAonach, e kontelezh Tiobrad Árann da c'houde.

Studioù saozneg hag iwerzhoneg he deus graet e skol-veur Korkig. Kroget he deus da skrivañ barzhonegoù en iwerzhoneg, zo bet embannet er gelaouenn Innti. Dimezet eo gant un douaroniour turk, Dogan Leflef, ha bevet he deus e Turkia hag en Izelvroioù e-pad bloavezhioù a-raok dont da Iwerzhon en-dro. Bremañ emañ o vevañ e Dulenn.

Nuala Ní Dhomhnaill a gomz meur a yezh : saozneg, turkeg, galleg, alamaneg ha nederlandeg. Met dibabet he deus skrivañ en iwerzhoneg hepken. Ezel eo eus Aosdána (Akademiezh arzoù Iwerzhon). Ouzhpenn barzhonegoù he deus skrivet pezhioù-c'hoari evit ar vugale, studiadennoù lennegel ha pennadoù skridvarnerezh.

He barzhonegoù zo bet troet e meur a yezh : galleg (Carnaval et autres poèmes / Feis agus dánta eile, troet gant A. J. Hugues, Céline Lelong, Gwendal Denez ha Yann Bevant hag embannet gant Travaux d'Investigation et de Recherche), alamaneg, poloneg, italianeg, norvegeg, estoneg, japaneg, saozneg ha brezhoneg (Ar Gwele seiz/Leaba Shíoda, troet gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez hag Art J. Hughes hag embannet gant Skrid.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]