Noureddine Ziane
Neuz
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
Noureddine Ziane a zo bet ganet e 1975.
Meurc'hoarier echedoù marokan eo.
Mestr Broadel eo.
13 vloaz edo pa grogas c'hoari an echedoù.
P'edo 15 vloaz e teuas ar maout gantañ e Kampionad Echedoù Maroko er rummad "Mibion".
E 1994 e voe Kampion Echedoù Skolioù-Uhel New York.
C'hoari a reas an echedoù evit Skol-Veur Dallas (Texas, SUA). Eno e voe e-mesk ar re gentañ oc'h ober o studi war an echedoù.
A-gevred gant Katie Stone e krouas ar gompagnunezh USA Chess.
Kelenn a ra an echedoù e Dallas.
2 187 edo e renk Elo e miz Ebrel 2003.
Un aotreegezh war ar stlennegezh en-deus.
C'hoarier poker a-vicher eo, pezh a lak anezhañ da veajiñ en diavaez ag e vro alies.