Mont d’an endalc’had

Nocturnal Rites

Eus Wikipedia
Nocturnal Rites

Bro orin Umeå, Sveden
Doare(où) Power metal
Bloavezhioù oberiant Abaoe 1990
Label(ioù) Century Media Records
Lec'hienn ofisiel nocturnalrites.com

Izili Jonny Lindkvist
Fredrik Mannberg
Nils Eriksson
Owe Lingvall
Per Nilsson
Izili bet er strollad Anders Zackrisson
Mikael Söderström
Nils Norberg
Ulf Andersson
Mattias Bernhardsson
Tommy Eriksson


Nocturnal Rites zo ur strollad power metal krouet e 1990.

Ar strollad en devoa kroget gant an anv Necronomic o soniñ death metal, evel e vez klevet gant o fladenn demo The Obscure, e 1991. An albom-se a zisachas labeloù dizalc'h, met nac'het o devoa gortoz. War an EP enrollet e 1992 e emdroas o doare un tammig davet ur son tost da hini Iron Maiden.

Da gentañ e oa e-barzh ar strollad Fredrik Mannberg (gitar ha kan) ha Tommy Eriksson (toumperezh), ha kemeret e voe Nils Eriksson goude. E kemm ouzh o doare e tegemerjont ar c'haner Anders Zackrisson, a zo gwelloc'h e vouezh eget hini Fredrik Mannberg evit ar power metal. Tommy Eriksson a oa bet kemeret e lec'h gant Ulf Andersson goude. Ouzhpennet e oa ur soner gitar nevez, Mikael Söderström. D'ar c'houlz-se e oant levezonet-bras gant sonerezh power metal Helloween evit o zri albom kentañ.

E 1994 e sinas ar strollad ur gevrat gant al label svedat Dark Age, hag an albom kentañ In a Time of Blood and Fire a oa bet embannet gant Megarock Records e 1995. Goude-se, Mikael Söderström a vennas kuitaat ar strollad hag en e lec'h e oa bet Nils Norberg a gendelc'has evel penn soner gitar war-lerc'h. An eil albom Tales of Mystery and Imagination a oa bet embannet e 1997 e Japan (Meurzh 1998 en Europa). Ar strollad a ra un dro gant Overkill hag Angel Dust.

An trede albom anvet The Sacred Talisman a zeuas er-maez e 1999, gant an tabouliner nevez Owe Lingvall. An albom a arruas en 83vet plas e chart Japan. Div sizhun goude-se e krogjont un dro gant Nevermore, Morgana Lefay ha Sacred Steel. Kemeret o devoa perzh e festivalioù "Open air" evel Dynamo festival. E lec'h Anders Zackrisson e oa kaner ar strollad Mogg anvet Jonny Lindqvist. Disheñvel e oa e vouezh diouzh hini e ziaraoger hag e roe d'ar strollad ul liv nevez gant o albom Afterlife, embannet e 2000. Un dro nevez zo bet graet ganto ha gant Iron Savior.

New World Messiah a heulias e 2004 en ur ober un dro gant Edguy ha Brainstorm. Ha daou video a oa bet savet e miz Kerzu, Awakening hag Against the World, produet gant an tabouliner Owe Lingvall.

E 2005 e voe lidet an dekvet deiz-ha-bloaz oc'h embann an daou albom kentañ en-dro gant ar CD doubl Lost in Time. Ar strollad a sona ur pezh "live" gant an orkestr a 55 deb anvet Demons at the Opera e Ti an Opera eus Umeå. Un taol-film a-zivout ar sonadeg a oa bet skignet war skinwel broadel Sveden.

An albom Grand Illusion arruet e 2006 a oa bet enrollet gant meur a gouviad, en e zouez Jens Johansson (Stratovarius), Henrik Danhage (Evergrey), Kristoffer W. Olivius (Naglfar), Stefan Elmgren (HammerFall), ha, souezhusat tra, ar c'hampion ski-vale svedat Per Elofsson (teir gwezh kampion ar bed) hag a za eus an hevelep kêr, Umeå.

Graet e oa troioù gant strolladoù all evel Nightwish, Gamma Ray, HammerFall ha Labyrinth, ha sonet o deus e meur a festival evel Wacken Open Air, Sweden Rock, Gates of Metal, etc.

An albom nevez "The 8th Sin" a oa bet embannet e 2007. Nils Norberg a yeas kuit ag ar strollad er bloavezhioù war-lerc'h, erlec'hiet gant Christoffer Rörland.

Mannberg ha Erikson zo izili eus ar strollad Guillotine ivez, ha Rörland a sona Sabaton adal 2012.

D'an 29 a viz Gwenholo 2017 e achujont o albom kentañ abaoe dek vloaz anvet Phoenix. Golo an album zo bet livet gant Claudio Bergamin.

Izili a-vremañ

  • Jonny Lindqvist - Kan (2000–bremañ)
  • Per Nilsson - Penn gitar (2017–bremañ)
  • Fredrik Mannberg - Gitar (1990–bremañ), Kan (1990-1993)
  • Nils Eriksson - Gitar boud (1990–bremañ)
  • Owe Lingvall - Toumperezh (1998–bremañ)

Izili bet

  • Anders Zackrisson - Kan (1993-2000)
  • Mikael Söderström - Gitar (1992-1997)
  • Nils Norberg - Penn gitar (1997-2008)
  • Christoffer Rörland - Penn gitar (2008-2012)
  • Ulf Andersson - Toumperezh (1992-1998)
  • Tommy Eriksson - Toumperezh (1990-1992)
  • Mattais Bernhardsson- Klavier (1995-1998, session) (1999-2003)

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Title Released
In a Time of Blood and Fire 1995
Tales of Mystery and Imagination 18 C'hwevrer, 1998
The Sacred Talisman 11 Mae, 1999
Afterlife 13 Du, 2000
Shadowland 27 Mae, 2002
New World Messiah 24 Meurzh, 2004
Grand Illusion 24 Genver, 2006
The 8th Sin 28 Mae, 2007
Phoenix 29 Gwenholo, 2017
  • The Ghost Inside Me
  • Repent My Sins
  • A Heart as Black as Coal
  • Before We Waste Away (lyric video)
  • Still Alive
  • Awakening
  • Against the World
  • Avalon
  • Fools Never Die
  • Demons at the Opera
  • Never Again
  • Eyes of the Dead

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]