Niver mas

Eus Wikipedia

An niver mas (A), anvet ivez niver mas atomek, eo an niver a brotonoù hag a neutronoù zo e nukleüs an atomoù. Bez' ez eus un niver mas hepken evit pep izotop ha skrivet e vez goude anv an elfenn pe a-gleiz hag en nec'h da arouez an elfenn. Da skouer ez eus 6 proton ha 6 neutron er c'harbon 12 (12C). Evit skrivañ arouez klok an izotop e ranker lakaat an niver atomek (Z) a-gleiz hag en traoñ da arouez an elfenn, dres dindan an niver tolz : . Dre ma kenglot an niveroù atomek gant an elfennoù, n'eus ket ezhomm lavaret div wezh ar memes tra. Setu ne vez ket lakaet an niver atomek nemet pa fell deomp menegiñ an niver a brotonoù zo en nukleüs, d.s. en ur reaktadur nukleel.

Gant an diforc'h etre an niver mas hag an niver atomek () e c'heller gouzout pet neutron ez eus e-barzh an nukleüs.