Nissan

Eus Wikipedia
Logo Nissan Coporate
Logo Nissan
Lec'h pennañ Nissan e Yokohama

Nissan Motor Co., Ltd. (japaneg: 日産自動車株式会社 ; romanekadur Hepburn: Nissan Jidōsha Kabushiki-gaisha), berraet e Nissan, zo un embregerezh treuzvroadel japanat. Savet e vez kirri-tan ha pezhioù otoioù ganto. Al lec'h penn a zo en Nishi-ku, Yokohama. An embregerezh a werzh otoioù gant an anv merkoù Nissan, Infiniti, ha Datsun. Evit ar pezh a sell ar pezhioù otoioù tuning e vezont gwerzhet gant ar merk Nismo. Anv an embregerezh a zo deuet a-ziwar Nissan zaibatsu, adanvet Nissan Group abaoe. Adalek 1999, Nissan a zo deuet da vezañ ul lodenn eus an emglev kenwerzhel Renault–Nissan–Mitsubishi. Un emglev eo etre Nissan eus Japan, Mitsubishi Motors eus Japan ivez, ha Renault eus Bro-C'hall.