Mont d’an endalc’had

Niedorp

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Niedorp
Banniel Niedorp
Ardamez Niedorp
Krugell an oadoù (01/01/2008)

Niedorp (distagañ :[1]) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland, e rannvro West Friesland, en Izelvroioù. Niedorp ha Barsingerhorn, hag a zo war dachenn Niedorp, a voe lakaet da gêrioù e 1415. D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 12 133 annezad enni, ha 62,99 km² eo gorread Niedorp. Ar c'herioù, kêriadennoù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Niedorp : Barsingerhorn, Haringhuizen, Kolhorn, Lutjewinkel, Nieuwe Niedorp, Oude Niedorp, 't Veld, Winkel, Zijdewind.

Arkeologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêriadennoù eus dibenn an Neolitik a zo bet kavet De Gouw hag e Groetpolder. Goloet int gant lec'hidadoù. E 1995 e voe kinniget lakaat anezho e listenn glad bedel UNESCO. N'eo ket bet kemeret an diviz c'hoazh[1],[2].

E kuzul-kêr Niedorp ez eus 15 dileuriad :

  • PvdA - 5 dileuriad
  • VVD - 4 dileuriad
  • Algemeen Belang - 3 dileuriad
  • CDA - 3 dileuriad
  1. Tentative List for the Netherlands. The World Heritage Platform
  2. De Gouw and de Groetpolder. UNESCO World Heritage Centre


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.