New York Mining Disaster 1941
New York Mining Disaster 1941 (Gwallreuz mengleuz New York 1941) a zo ur ganaouenn saoznek krouet e 1967 gant an daou vreur Barry (1946-) ha Robin Gibb (1949-2012) evit Bee Gees, ar strollad sonerezh pop aostralian-breizhveuriat a oant izili anezhañ.
E studioioù an International Broadcasting Company (IBC) e Londrez e oa bet enrollet gant ar strollad d'ar 7 a viz Meurzh 1967 e-touez teir c'hanaouenn all — I Can't See Nobody, Red Chair, Fade Away ha Turn of the Century — hag ac'h eas d'ober ul lodenn eus e drede albom studio Bee Gees' 1st[1].
Ouzhpenn Barry (kaner ha soner gitar) ha Robin (pennkaner) e kemeras perzh :
o breur Maurice Gibb (1949-2003, kaner ha soner gitar-boud)
hag ar soner taboulinoù Colin Petersen[2] (1946-) ivez.
Kempennet e voe hag ouzhpennet binvioù sonerezh all outi gant Phil Dennys d'an 13 a viz Meurzh.
D'ar 14 a viz Ebrel da-heul ez eas e-maez ar ganaouenn evel tu A ur bladennig hag a zalc'he I Can't See Nobody war hec'h eil tu. Petra bennak ma oa bet krouet Bee Gees kenkent ha 1958 ne oa ket gwall anavezet ar strollad e Bro-Saoz : ma klevjod ar vrud e oa bet enrollet New York Mining Disaster 1941 gant The Beatles, al lizherennoù B ha G o talvezout kement ha Beatles Group...
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne voe gwallreuz poull-glaou ebet e New York e 1941. Deuet e oa danvez ar ganaouenn d'an daou vreur Gibbs tra ma oant manet sac'het e log skalieroù savadur Polydor Records war-lerc'h un troc'h tredan. Trouz ar bignerez o tremen hebiou dezhe en deñvalijenn a reas dezhe soñjal e oant evel tapet e donig-don ur vengleuz. Komzoù nec'het ur mengleuzier a zo dibunet a-hed ar sonenn, o tiskouez poltred e wreg d'unan all ("It's just a photograph of someone that I knew."[3] ; "Have you seen my wife, Mr. Jones?"[4]) hag o klask gouzout hag-eñ ez eus tud o klask o dieubiñ c'hoazh ("Maybe someone is digging underground,"[5] ; "Or have they given up and all gone home to bed,"[6]).
Diouzh ar pezh a lenner en dielloù stag ouzh ar c'houfrig Tales from the Brothers Gibb: A History in Song (1990) e voe awenet ar vreudeur Gibbs gant ar gwallreuz a c'hoarvezas d'an 21 a viz Here 1966 en Aberfan (Kembre) ma voe lazhet kant pevar den ha daou-ugent (kant c'hwezek bugel en o zouez !) gant ur riskladeg douar, sebeliet ma voent gant terril mengleuz ar gêriadenn. N'eo ket souezh 'ta e vije bet dibabet "Jones" gant an daou aozer, un anv-tiegezh hag a gaver stank e Kembre.
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Embannet d'ar 14 a viz Gouere 1967 er Rouantelezh-Unanet.
- ↑ Ar wech kentañ e oa dezhañ seniñ gant Bee Gees ent-ofisiel.
- ↑ "N'eo nemet poltred unan bennak hag a anavezen."
- ↑ "Ha gwelet ho peus ma gwreg, Aotrou Jones ?"
- ↑ "Emañ unan bennak o kleuzañ an douar marteze,"
- ↑ "Pe paouezet int hag aet d'ar gêr da gousket,"