Mont d’an endalc’had

Nevers

Eus Wikipedia
Nevers
An iliz-veur.
An iliz-veur.
Ardamezioù
Bro Nivernais
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Bourgogne-Franche-Comté
Departamant Nièvre (prefeti)
Arondisamant Nevers (pennlec'h)
Kanton pennlec'h pevar c'hanton
Kod kumun 58194
Kod post 58000
Maer
Amzer gefridi
Denis Thuriot
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté d'agglomération de Nevers
Lec'hienn web www.nevers.fr
www.agglo-nevers.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 32 284 ann. (2020)[1]
Stankter 1 863 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
46°59′34″N 3°9′42″E
Uhelderioù bihanañ 167 m — brasañ 238 m
Gorread 17,33 km²

Nevers (distaget [nəˈvɛʀ] e galleg) eo pennlec'h departamant an Nièvre e Bro-C'hall. Kêr-benn an Nivernais eo ivez. 36 762 annezad a oa e 2010 ha 100 556 en tolpad-kêr.

Palez duged an Nivernais.


Emañ Nevers e kember al Liger hag an Nièvre, un nebeud kilometroù diouzh kember al Liger gant an Allier.


Stummoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Noviodunum (J. Kezar)
  • (N)ebirno (Taolenn Peutinger)
  • Nevirnum, Nebernum (It. Ant.)
  • Civitas Nivernensium (Not. Gall.)
  • Nevernum (Gregor a Dours)
  • Nevernesensis Urbs (Gregor a Dours); / Oppidum
  • Nebirno (moneiz)
  • Noviodunum = novio > nevez; dunum > kreñvlec'h = Kastell Nevez
  • Nevir ... ː diouzh anv ar stêr Nevera > Nièvre[2].

Nevers e oa ur gêr eus an drevadenn galian AEdues (J. Kezar) / AEdui (Cicero).[3]

Pa'z eo bet staget Galia ouzh impalaeriezh roan, Noviodunum e oa e-barzh rannvro Lugdunensis, kêrbenn Lyons. War lec'h e oa e-barzh Lugdunensis Quarta / Senonia, kêrbenn Sens.

Nevers emañ war an hent roman eus Decetia (Decize) da gCenabum (Orléañs).

Tauricianus eo anv an eskop kentañ anvezet, meneget d'ar c'houlz ar sened-iliz ar rouantelezh burgond e Epaone e 517[4].

Lervlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Jean-Charles Picard ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. VIII. Province ecclésiastique de Sens (Lugdunensis Senonia). De Boccard. Paris. 1992.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. cf. Dauzat, Deslandes,Rostaing
  3. cf. Quicherat & Daveluy.
  4. cf. Jean-Charles Picard. p. 146.