Neva
Neuz
An Neva (rusianeg: Нева́, IPA: [nʲɪˈva]) a zo ur stêr e gwalarn Rusia hag a red eus Lenn Ladoga a-dreuz Ingria betek Bae Neva e Pleg-mor Finland. Daoust ma'z eo ur stêr berrik he hed (74 km) ez eo an trede brasañ stêr en Europa evit a sell ar c'hementad dour kaset (war-lerc'h ar Volga hag an Danav). E delta an Neva emañ diazezet kêr Sankt-Peterbourg.