Ingria

Eus Wikipedia
Ingria hag ar parrezioù Lutherian e Gouarnamant Sant Petersbourg ca. 1900[1].

Ur vro istorel eus Norzh-Europa eo Ingria (Finneg Inkeri pe Inkerinmaa, Rusianeg Ижора pe Ингерманландия pe Ингрия, Svedeg Ingermanland, Estoneg Ingeri pe Ingerimaa). Lec'hiet eo e Rusia dreist-holl hiziv. Enderc'hel a ra ur rannvro en em astenn a-hed ar stêr Neva etre Pleg-mor Finland, ar Stêr Narva ha Lenn Peipsi war-du ar c'hornôg, ha Lenn Ladoga hag ur gompezenn c'heuniek war-du ar su. An harzoù hengounel gant Karelia Finnek a heulie ar stêr Setra war-du ar gwalarn e Strizh-Douar Karelia. Gant pobloù finnek e oa bet poblet Ingria da gentañ - Izhoriz, Voted ha diwezhatoc'h Finniz Ingria hag Estoniz - met peurrusianekaet e oa bet er bloavezhioù 1930.

Reizhkredennek eo pobloù orin ar vro - ar voted hag an izhoriz - met goude an aloudabeg svedek e teuas Finniz Ingria, luterianed anezho, da vezañ ar re niverusañ. Ingria n'eo ket bet ur stad biskoazh, nemet e 1920 pa voe savet republik Ingria an Norzh hag hec'h annezidi ne furment ket ur vroad daoust ma oa anavezet o broadelezh gant an Unvaniezh Soviedel. Aet eo hogozik da get pobloù-orin ar vro asambles gant o yezhoù na vezont mui komzet nemet gant un nebeud tud kozh.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diazezed war Räikkönen, Erkki. Heimokirja. Helsinki: Otava, 1924.